Piv omp-ni ?

Qui sommes-nous ?

Krouet eo bet Hekleo e Landerne e miz Here 2010. Ul laz-kanañ ispisial eo peogwir e vez implijet ar brezhoneg er c’hanaouennoù met ivez e-pad ar pleustradegoù ha kenetrezomp. War-dro 40 omp, 25 plac’h ha 15 paotr. Renet eo Hekleo gant Yann Pol Kerjena. Klask a reomp ledanaat dañvez ar c’han a-stroll e Breizh hag adneveziñ an doare da ganañ. Awenet omp evel-just gant tonioù eus Breizh hag eus broioù keltiek all. Lakaet e vezont e brezhoneg ganeomp. Klask a reomp kempenn an tonioù diouzh ar c’hiz a-vremañ, en ur mod souezhus a-wechoù. Plijout a ra deomp kinnig tonioù nevez ivez. Ar re-se a zo savet pe nevez kempennet gant kanerien ha sonerien eus ar vro pe eus broioù all.

Daou zibab zo bet graet war dachenn ar c’han :
• Kanañ “a capella”, da lavaret eo hep benveg ebet,
evit ma vo klevet mat ar mouezhioù “en noaz”.
• Kanañ dindan eñvor war al leurenn evit bezañ aketusoc’h ouzh ar rener(ien) ha tostoc’h ouzh an arvesterien.

Hep beñveg na partision ebet met gant kalon e-leiz…
 

Notre chorale, Hekleo, a été créée à Landerneau en octobre 2010 et tient son originalité de la langue bretonne, employée non seulement dans les chants mais aussi lors des répétitions et dans les relations entre nos membres. Nous comptons aujourd'hui près de 40 choristes (25 femmes et 15 hommes), dirigés par Jean Pol Kerjean. Outre l’utilisation de la langue bretonne, Hekleo cherche à élargir le répertoire traditionnel des chorales et à en renouveler les interprétations. Son répertoire s’inspire des mélodies de Bretagne et des pays celtiques, adaptées en breton et que nous cherchons à interpréter avec des arrangements modernes. Nous proposons également des chants composés récemment en Bretagne ou ailleurs.

Deux choix artistiques d'importance :
• Chanter « a capella », sans instruments,
afin de mettre en lumière les voix.
• Chanter sans partition, de mémoire, afin que les choristes soient plus en phase avec le(s) chef(s) de chœurs et le public.

Chanter sans instrument, sans partition,
mais avec beaucoup de cœur…

Kann al Loar — © 2017 HEKLEO (Solange Crequer)

Landerne, war ar pont — © 2017 HEKLEO (Marino Jezequel)

Egorenn tud al laz-kanañ (skridoù-sonerezh, h.a.) / Espace choriste (partitions, etc.)) Luc'hskeudennaoueg digor / Photo-/vidéothèque publique

“Karantez Vro”

Skrid Anjela DUVAL

“Korn bout an hent”

Skrid/Komzoù Job An Irien Muzik Mikael Skouarneg

Abadenn evit ar repuidi

© An Taol Lagad, F3 Breizh

Abadennoù

Représentations

2018 – Abadennoù da zont / Prochaines représentations : Nevez-amzer / Printemps... PLOUGASTELL-DAOULAZ

2017 : Landerne (Kann al Loar ; War ar pont ; ...), Lokmaze (Drenneg)

2016 : Plouedern, Tremaouezan, Plouvian, Brest 2016, Plistin, Peñzez, Plougerne

2015 : An Drenneg, Landerne(Kann al Loar ; War ar pont ; ...), Plabenneg

Sellet ouzh poltriji ha videoioù Hekleo / Regardez les photos et vidéos d'Hekleo (2015-2017)

Mat ar jeu ganeoc'h?

Vous souhaitez accueillir HEKLEO, nous rejoindre ou nous interroger ? Contactez-nous.

Pleustradeg bep sizhun
Session hebdomadaire
20:15 - 22:30

Ti ar Sonerezh | Maison de la Musique
Park Keranden, 29800 LANDERNE-AU

Pellgomz da
v-Marie Noëlle JEZEQUEL

+33 0 00 00 00 00

Chomlec'h postel HEKLEO

contact@hekleo.bzh